18.1.12

D'an 3 a viz C'hwevrer, deuit da dweetañ ganimp!

Evit an trede gwech e vo graet un devezh tweetañ e brezhoneg. Un devezh hepken a soñjit-hu?! Naren! Tweetet e vez en hor yezh ken lies ha bemdez. Ar pezh a zo, bep an amzer, evit brudañ un tamm hon brezhoneg karet e klaskomp broudañ an dud, brezhonegerien ampart, re all o teskiñ ar yezh da ober ganti ha ganti hepken e-pad un devezh. Nevez zo zo deuet Iwerzhoniz ha Kembreiz da astenn roll ar vrezhonegerien war Twitter.
Pep hini a c'hall kontañ ar pezh a gar, e damm buhez, gwir pe diwir, kaozioù toull pe leun a furnez... ne vern. Ha pa savje jeu zoken, petra a refet? Ar vuhez an hini eo. Hag aze emañ ar pal: lakaat ar yezh da vezañ e kreiz hon buhez.
N'oc'h ket enskrivet c'hoazh e Twitter? Bezit dichal, n'eo ket diaes, n'eus ken nemet mont aze: https://twitter.com/

Evit kavout an tweetoù brezhonek, grit gant ar ger-klik #bzhg
https://twitter.com/#!/search?q=%23bzhg
A-bouez-bras eo lakaat ar ger-klik-se en ho tweetoù evit bezañ kavet aesoc'h gant ar re all.

M'ho peus ezhomm eus un tamm skoazell evit kompren Twitter goulennit gant:

@Ahmed_al_lenner
@fanigallutun (me an hini eo)

Buan e kavfet tud all, na rit ket biloù. Hag evit se e c'hallit mont da sellet ouzh http://indigenoustweets.com/br/

Ken 'vefet gwelet, tudoù!

0 evezhiadenn:

Enregistrer un commentaire